13
1 An devezh-se, Jezuz, o vezañ aet er-maez eus an ti, a azezas e-tal ar mor. 2 Ur bobl vras o vezañ en em zastumet en e gichen, e pignas en ur vag hag ec'h azezas; an holl bobl a chomas war an aod. 3 Komz a reas dezho dre barabolennoù war galz a draoù, hag e lavaras: 4 Setu, un hader a yeas er-maez da hadañ; hag evel ma hade, ul lodenn eus an had a gouezhas a-hed an hent, hag al laboused a zeuas hag he debras holl. 5 Ul lodenn all a gouezhas war ul lec'h meinek, e-lec'h ma oa nebeut a zouar; ha kerkent e savas, abalamour ne oa ket aet don en douar; 6 met pa zeuas an heol, e voe devet, ha dre ma ne oa ket a wrizienn, e sec'has. 7 Ul lodenn all a gouezhas e-touez ar spern; hag ar spern a greskas hag he mougas. 8 Ul lodenn all a gouezhas en douar mat hag e roas frouezh, ur c'hreunenn kant, unan all tri-ugent, hag unan all tregont. 9 Ra selaouo, an neb en deus divskouarn da glevout. 10 E ziskibien a dostaas, hag a lavaras dezhañ: Perak e komzez outo dre barabolennoù? 11 Jezuz a respontas dezho: Dre ma'z eo roet deoc'h-hu da anavezout traoù kuzhet rouantelezh an neñvoù, ha ma n'eo ket roet kement-se dezho. 12 Rak roet e vo d'an neb en deus, hag en devo a-fonn; met an hini n'en deus ket, e vo lamet digantañ memes ar pezh en deus. 13 Rak-se e komzan dezho dre barabolennoù, abalamour o welout ne welont ket, hag o klevout ne glevont ha ne gomprenont ket. 14 Evito eo peurc'hraet an diougan-mañ lavaret gant Izaia: C'hwi a glevo gant ho tivskouarn, ha ne gomprenot ket. C'hwi a sello gant ho taoulagad, ha ne welot ket. 15 Rak kalon ar bobl-mañ a zo deuet digizidik; pounnerglevet o deus o divskouarn, ha serret o deus o daoulagad, gant aon na zeufe o daoulagad da welout, o divskouarn da glevout, o c'halon da gompren, ha na yac'hafen anezho. 16 Eürus eo ho taoulagad, abalamour ma welont, hag ho tivskouarn, abalamour ma klevont. 17 Rak, me a lavar deoc'h e gwirionez, kalz a brofeded hag a dud reizh o deus c'hoantaet gwelout ar pezh a welit, ha n'o deus ket e welet, ha klevout ar pezh a glevit, ha n'o deus ket e glevet. 18 Selaouit eta ar pezh a dalv parabolenn an hader. 19 Pa selaou un den ger ar rouantelezh ha pa ne gompren ket anezhañ, an hini fall a zeu hag a skrap ar pezh a zo bet hadet en e galon: hennezh eo an hini en deus degemeret an had a-hed an hent. 20 An hini en deus degemeret an had el lec'hioù meinek, eo an hini a glev ar ger hag e zegemer kerkent gant joa; 21 met n'en deus ket a wrizienn ennañ e-unan, ha ne bad nemet ur pennad; dre-se, pa zeu ar glac'har pe an heskinerezh abalamour d'ar ger, e kav kerkent skouer fall. 22 An hini en deus degemeret an had e-touez an drein, eo an hini a glev ar ger; met prederioù ar bed-mañ ha tromplerezh ar pinvidigezhioù, a voug ar ger, hag e laka difrouezh. 23 An hini en deus degemeret an had en douar mat, eo an hini a glev ar ger hag en kompren; dougen a ra frouezh, ur c'hreunenn a ro kant, unan all tri-ugent, hag unan all tregont. 24 Kinnig a reas dezho ur barabolenn all, hag e lavaras: Rouantelezh an neñvoù a zo heñvel ouzh un den en deus hadet had mat en e bark. 25 Met, e-pad ma oa kousket an dud, e enebour a zeuas, a hadas dreog e-touez an ed, hag a yeas kuit. 26 Pa voe kresket ar geot, ha deuet e frouezh, neuze en em ziskouezas ivez an dreog. 27 Mevelien mestr an ti a zeuas da lavarout dezhañ: Aotrou, ha ne'c'h eus ket hadet had mat ez park? Penaos eta ez eus dreog ennañ? 28 Eñ a respontas dezho: Un enebour din en deus graet kement-se. Ar vevelien a lavaras dezhañ: Fellout a ra dit ec'h afemp d'e dennañ? 29 Nann, emezañ dezho, gant aon o tennañ an dreog, na ziwriziennfec'h ivez an ed. 30 Lezit o-daou da greskiñ betek an eost; ha da amzer an eost, e lavarin d'ar vederien: Tennit da gentañ an dreog hag en endrammit evit e zeviñ, met dastumit an ed em solier. 31 Kinnig a reas dezho ur barabolenn all, hag e lavaras: Rouantelezh an neñvoù a zo heñvel ouzh ur c'hreunenn sezo a gemer un den hag a had en e bark; 32 ar bihanañ eus an holl hadoù eo, met pa'z eo kresket, ez eo brasoc'h eget al louzoù hag e teu da vezañ ur wezenn, en hevelep doare ma teu laboused an neñv da chom en he brankoù. 33 Lavarout a reas dezho ar barabolenn all-mañ: Rouantelezh a neñvoù a zo heñvel ouzh ur goell a gemer ur wreg, hag a laka e tri muzuliad bleud, betek ma vo an toaz goet holl. 34 Jezuz a lavaras an holl draoù-se d'ar bobl e parabolennoù, ha ne gomze ket outo hep parabolenn, 35 evit ma vije peurc'hraet ar pezh a oa bet lavaret gant ar profed: Digeriñ a rin va genou gant parabolennoù, disklêriañ a rin traoù kuzhet abaoe krouidigezh ar bed. 36 Neuze Jezuz, o vezañ kaset kuit ar bobl, a zeuas en ti. E ziskibien a dostaas outañ, o lavarout: Displeg deomp parabolenn dreog ar park. 37 Eñ a respontas dezho: An hini a had an had mat, eo Mab an den; 38 ar park eo ar bed; an had mat eo bugale ar rouantelezh; an dreog eo bugale an droug; 39 an enebour en deus e hadet, eo an diaoul; an eost, eo fin ar bed; ar vederien, eo an aeled 40 Evel ma tenner an dreog, ha ma e daoler en tan, evel-se e c'hoarvezo e fin ar bed. 41 Mab an den a gaso e aeled da dennañ eus e rouantelezh an holl skouerioù fall hag ar re a ra an droug, 42 hag e taolint anezho en ur forn-dan, e-lec'h ma vo goueladegoù ha grigoñsadegoù-dent. 43 Neuze an dud reizh a lugerno evel an heol e rouantelezh o Zad. Ra selaouo, an neb en deus divskouarn da glevout. 44 Rouantelezh an neñvoù a zo c'hoazh heñvel ouzh un teñzor kuzhet en ur park. Pa gav un den anezhañ, en kuzh; hag en e laouenañ, ez a da werzhañ kement en deus, hag e pren ar park-se. 45 Rouantelezh an neñvoù a zo c'hoazh heñvel ouzh ur marc'hadour a glask perlez kaer. 46 Kavet en deus ur berlezenn brizius-meurbet; mont a reas da werzhañ kement en devoa, hag en deus he frenet. 47 Rouantelezh an neñvoù a zo c'hoazh heñvel ouzh ur roued taolet er mor, hag a zastum pesked a bep seurt. 48 Pa'z eo leun, e tenner anezhi war an aod; goude bezañ azezet, e lakaont ar re vat e listri, hag e taolont kuit ar re fall. 49 Evel-se e c'hoarvezo e fin ar bed; an aeled a zeuio hag a zispartio ar re drouk eus a-douez ar re reizh, 50 hag e taolint anezho en ur forn-dan, e-lec'h ma vo goueladegoù ha grigoñsadegoù-dent. 51 Ha komprenet mat hoc'h eus an holl draoù-se? Ya, a respontjont. 52 Hag e lavaras dezho: Dre-se, kement skrib desket diwar-benn ar pezh a sell ouzh rouantelezh an neñvoù, a zo heñvel ouzh ur penn-tiegezh a denn traoù nevez ha traoù kozh eus e deñzor. 53 Goude m'en devoe Jezuz peurlavaret ar barabolennoù-se, ez eas kuit ac'hano. 54 O vezañ deuet en e vro, e kelenne anezho er sinagogenn, en hevelep doare ma oant souezhet ha ma lavarent: A belec'h e teu dezhañ ar furnez hag ar mirakloù-se? 55 Ha n'eo ket mab ar c'halvez? Ha n'eo ket Mari eo e vamm? Jakez, Jozez, Simon ha Jud, ha n'int ket e vreudeur? 56 E c'hoarezed, ha n'emaint ket holl en hon touez? A belec'h eta e teu dezhañ an holl draoù-se? 57 Hag e kavent tamall ennañ. Met Jezuz a lavaras dezho: Ur profed n'eo disprizet nemet en e vro hag en e di e-unan. 58 Ne reas ket kalz a virakloù el lec'h-se, abalamour d'o diskredoni.