18
Jezuz a lavaras ivez dezho ar barabolenn-mañ, evit diskouez penaos eo ret pediñ bepred, hag hep skuizhañ. Bez' e oa en ur gêr ur barner na zouje ket Doue, ha n'en devoa respet ebet evit den. Bez' e oa ivez er gêr-se un intañvez a zeue d'e gavout, o lavarout: Gra din reizh diouzh va enebour. E-pad pell amzer ne c'hoantaas ober netra. Koulskoude e lavaras ennañ e-unan: Petra bennak na zoujan ket Doue, ha na'm eus respet ebet evit den, koulskoude, dre ma teu an intañvez-mañ da skuizhañ ac'hanon, e rin reizh dezhi, gant aon na gendalc'hfe da derriñ din va fenn. Hag an Aotrou a lavaras: Selaouit ar pezh a lavar ar barner disleal-se. Doue, ha ne raio ket reizh d'e re dibabet a gri dezhañ noz-deiz, hag e taleo en o c'heñver? Me a lavar deoc'h, e raio reizh dezho prest. Met pa zeuio Mab an den, ha kavout a raio feiz war an douar? Lavarout a reas ivez ar barabolenn-mañ, diwar-benn tud a grede enno o-unan e oant tud reizh, hag a zisprize ar re all: 10 Daou zen a bignas d'an templ da bediñ; unan a oa farizian, hag egile a oa publikan. 11 Ar farizian, oc'h en em zerc'hel en e sav, a bede evel-hen ennañ e-unan: O Doue, da drugarekaat a ran dre ma n'on ket evel an dud all, a zo laeron, direizh, avoultrerien, nag ivez evel ar publikan-se. 12 Yunañ a ran div wech ar sizhun, reiñ a ran an deog eus kement am eus. 13 Met ar publikan, oc'h en em zerc'hel pell, ne grede ket memes sevel e zaoulagad d'an neñv; met skeiñ a rae war boull e galon, o lavarout: O Doue, az pez truez ouzhin, ur pec'her on! 14 Me a lavar deoc'h, hemañ a zistroas pardonet d'e di kentoc'h eget egile; rak piv bennak en em uhela, a vo izelaet, ha piv bennak en em izela, a vo uhelaet. 15 Degaset e voe dezhañ bugale vihan, evit ma stokje outo; met an diskibien, o welout kement-se, a c'hrozmole d'ar re o degase. 16 Jezuz, o c'hervel anezho d'e gavout, a lavaras: Lezit ar vugale vihan da zont da'm c'havout, ha na zifennit ket outo; rak rouantelezh Doue a zo d'ar re a zo heñvel outo. 17 Me a lavar deoc'h e gwirionez, penaos piv bennak ne zegemero ket rouantelezh Doue evel ur bugel bihan, ne yelo ket e-barzh. 18 Unan eus ar pennoù a c'houlennas digantañ: Mestr mat, petra a dlean d'ober evit kaout ar vuhez peurbadus? 19 Jezuz a lavaras dezhañ: Perak em galvez mat? N'eus hini mat nemet Doue hepken. 20 Anavezout a rez ar gourc'hemennoù: Na ra ket avoultriezh; Na lazh ket; Na laer ket; Na lavar ket a falstesteni; Enor da dad ha da vamm. 21 Eñ a lavaras dezhañ: Miret em eus an holl draoù-se adalek va yaouankiz. 22 Jezuz, o klevout kement-se, a lavaras: Mankout a ra dit c'hoazh un dra: Gwerzh kement ac'h eus, en ro d'ar beorien, hag ez po un teñzor en neñv; goude-se deus hag heul ac'hanon. 23 Pa en devoe klevet kement-se, e teuas gwall-drist; rak pinvidik bras e oa. 24 Jezuz, o welout e oa deuet gwall-drist, a lavaras: Pegen diaes eo d'ar re o deus madoù mont e rouantelezh Doue! 25 Aesoc'h eo d'ur c'hañval tremen dre graoenn un nadoz eget d'un den pinvidik mont e-barzh rouantelezh Doue. 26 Ar re en kleve a lavaras: Ha piv a c'hell bezañ salvet? 27 Jezuz a lavaras dezho: Ar pezh a zo dibosupl d'an dud a zo posupl da Zoue. 28 Pêr a lavaras: Setu, ni hon eus dilezet pep tra, hag hon eus da heuliet. 29 Eñ a lavaras dezho: Me a lavar deoc'h e gwirionez: N'eus den en defe kuitaet, ti, pe wreg, pe vreudeur, pe gerent, pe vugale, evit rouantelezh Doue, 30 ha ne resevo kalz muioc'h er c'hantved-mañ, hag er c'hantved da zont, ar vuhez peurbadus. 31 Jezuz a gemeras neuze a-du an daouzek, hag a lavaras dezho: Setu, e pignomp da Jeruzalem, hag an holl draoù a zo bet skrivet gant ar brofeded diwar-benn Mab an den, a ya da vezañ graet. 32 Rak lakaet e vo etre daouarn ar baganed, graet e vo goap anezhañ, dismegañset e vo, krañchet e vo outañ, 33 ha goude ma vo bet skourjezet, e vo lakaet d'ar marv, hag ec'h adsavo a varv d'an trede deiz. 34 Met ne gomprenent netra e kement-se; ar c'homzoù-se a oa kuzhet evito, ha ne ouient ket ar pezh a oa lavaret dezho. 35 Evel ma tostae ouzh Jeriko, un den dall a oa azezet war gostez an hent, hag a c'houlenne an aluzen; 36 o klevout ar bobl a dremene, e c'houlennas petra a oa kement-se. 37 Lavaret e voe dezhañ e tremene Jezuz a Nazared. 38 Neuze e krias: Jezuz, Mab David, az pez truez ouzhin! 39 Ar re a yae a-raok a groze dezhañ evit ma tavje; met eñ a grie c'hoazh kreñvoc'h: Mab David, az pez truez ouzhin! 40 Jezuz, o chom a-sav, a c'hourc'hemennas en degas d'e gavout; ha pa voe tostaet, 41 e c'houlennas outañ: Petra a fell dit e rafen evidout? Eñ a respontas: Aotrou, ma'c'h adkavin ar gweled. 42 Ha Jezuz a lavaras dezhañ: Adkav ar gweled, da feiz he deus da yac'haet. 43 Kerkent ec'h adkavas ar gweled, hag ec'h heulias Jezuz, o reiñ gloar da Zoue. An holl bobl, o welout kement-se, a veulas Doue.