6
1 C'hoarvezout a reas, e-pad an eil-kentañ sabad, ma tremene Jezuz dre barkeier ed; e ziskibien a ziframme tañvouezennoù, hag, o vezañ o gwasket en o daouarn, e tebrent anezho.
2 Hiniennoù eus ar farizianed a lavaras dezhañ: Perak e rit ar pezh n'eo ket aotreet ober deizioù ar sabad?
3 Neuze Jezuz, o kemer ar gomz, a lavaras dezho: N'hoc'h eus ket lennet ar pezh a reas David hag ar re a oa gantañ, p'o devoa naon?
4 Penaos ez eas e ti Doue, e kemeras hag e tebras ar baraoù a ginnig, hag o roas memes d'ar re a oa gantañ, petra bennak ne c'helle o debriñ nemet ar veleien hepken?
5 Hag e lavaras dezho: Mab an den a zo mestr memes war ar sabad.
6 C'hoarvezout a reas ivez, un deiz sabad all, ma'z eas er sinagogenn, ha ma kelenne enni; hag e oa eno un den, ma oa disec'het e zorn dehou.
7 Ar skribed hag ar farizianed a selle outañ, evit gwelout hag eñ a yac'hafe deiz ar sabad, evit kaout peadra d'e damall.
8 Met evel ma'c'h anaveze o soñjezonoù, e lavaras d'an den en devoa an dorn disec'het: Sav hag en em zalc'h aze er c'hreiz. Eñ, o vezañ savet, en em zalc'has en e sav.
9 Jezuz a lavaras dezho eta: Un dra a c'houlennin ouzhoc'h: hag aotreet eo, e deizioù ar sabad, ober vad pe droug, saveteiñ un den pe e lezel da goll?
10 Neuze, o sellout ouzh an holl re a oa en-dro dezhañ, e lavaras d'an den: Astenn da zorn. Ober a reas, hag e zorn a zeuas yac'h [evel egile].
11 Int a voe leuniet a fulor, hag en em guzulient war ar pezh a c'helljent ober da Jezuz.
12 En amzer-se, Jezuz a yeas war ar menez evit pediñ, hag e tremenas an noz holl o pediñ Doue.
13 Pa voe deuet ar beure, e c'halvas e ziskibien, hag e tibabas daouzek anezho a c'halvas ebestel:
14 Simon, ma roas an anv a Bêr dezhañ; Andrev e vreur; Jakez ha Yann; Filip ha Bartolome;
15 Mazhev ha Tomaz; Jakez mab Alfe, ha Simon anvet Gredus;
16 Jud kar da Jakez; ha Judaz Iskariod, a oa an hini en gwerzhas.
17 O vezañ neuze diskennet ganto, e chomas en ur blaenenn gant e vandenn diskibien, hag ul lod bras a dud eus Judea, eus Jeruzalem, hag eus ar vro arvorek Tir ha Sidon. Deuet e oant evit e glevout hag evit bezañ yac'haet eus o c'hleñvedoù.
18 Ar re a oa dalc'het gant speredoù hudur a oa ivez yac'haet.
19 Hag an holl bobl a glaske stekiñ outañ, abalamour ma teue anezhañ un nerzh a yac'hae holl.
20 Neuze Jezuz a savas e zaoulagad war e ziskibien, o lavarout: Eürus oc'h, c'hwi a zo paour, rak rouantelezh Doue a zo deoc'h!
21 Eürus oc'h, c'hwi hoc'h eus naon bremañ, rak leuniet e viot! Eürus oc'h, c'hwi a ouel bremañ, rak karget e viot gant levenez!
22 Eürus e viot, pa gasaio an dud ac'hanoc'h, pa gasint kuit ac'hanoc'h eus o zouez, pa lavarint dismegañs deoc'h ha pa daolint hoc'h anv evel fall, abalamour de Vab an den!
23 En em laouenait en amzer-se, ha tridit gant ar joa, rak ho kopr a vo bras en neñv, rak evel-se o deus graet o zadoù d'ar brofeded.
24 Met gwalleur deoc'h-hu, tud pinvidik, rak c'hwi hoc'h eus bet ho kopr!
25 Gwalleur deoc'h-hu, tud leuniet, rak c'hwi ho po naon! Gwalleur deoc'h-hu, ar re a c'hoarzh bremañ, rak c'hwi en em c'hlac'haro hag a ouelo!
26 Gwalleur deoc'h-hu pa lavaro an holl dud vad ac'hanoc'h, rak o zadoù o deus graet evel-se e-keñver ar fals-profeded!
27 Met me a lavar deoc'h-hu, c'hwi hag am selaou: Karit hoc'h enebourien, grit vad d'ar re a gasa ac'hanoc'h,
28 bennigit ar re a villig ac'hanoc'h, ha pedit evit ar re a wallgomz ouzhoc'h.
29 D'an hini a sko ac'hanout war ur jod, tro eben outañ. D'an hini a zilam da vantell diganit, laosk ivez gantañ da doneg.
30 Ro da biv bennak a c'houlenn diganit, ha mar fell da unan bennak dilemel diganit ar pezh a zo dit, n'en adc'houlenn ket.
31 Ar pezh a fell deoc'h e rafe an dud deoc'h, grit ivez anezhañ dezho.
32 Ma ne garit nemet ar re ho kar, peseurt trugarez a dleer deoc'h? An dud a vuhez fall a gar ivez ar re o c'har.
33 Ma ne rit vad nemet d'ar re a ra vad deoc'h, peseurt trugarez a dleer deoc'h? An dud a vuhez fall a ra ar memes tra.
34 Ma ne brestit nemet d'ar re digant e c'hortozit kaout diganto, peseurt trugarez a dleer deoc'h? An dud a vuhez fall a brest ivez d'an dud a vuhez fall, evit kaout kement all.
35 Met karit hoc'h enebourien, grit vad, ha prestit hep gortoz netra, hag ho kopr a vo bras, ha c'hwi a vo bugale an Uhelañ-Meurbet, abalamour ma'z eo mat e-keñver ar re dizanaoudek hag ar re fall.
36 Bezit eta trugarezus, evel ma'z eo ivez ho Tad trugarezus.
37 Na varnit ket, ha ne viot ket barnet; na gondaonit ket, ha ne viot ket kondaonet; pardonit, hag e viot pardonet;
38 roit, hag e vo roet deoc'h; roet e vo deoc'h en ho kerc'henn ur muzul mat, stardet hag hejet, a zeuio dreist ar barr; rak muzuliet e vo deoc'h gant an hevelep muzul ma vuzuilhit d'ar re all.
39 Lavarout a reas ivez dezho ur barabolenn: Daoust hag un den dall a c'hell ren un den dall? Ha ne gouezhint ket o daou er poull?
40 An diskibl n'eo ket uheloc'h eget e vestr; met pep diskibl mat a vo evel e vestr.
41 Perak e sellez ouzh ar blouzenn a zo e lagad da vreur, ha ne welez ket an treust a zo ez lagad da-unan?
42 Pe, penaos e c'hellez lavarout da'z preur: Va breur, va lez da zilemel ar blouzenn a zo e-barzh da lagad, te na welez ket an treust ez hini? Pilpous, lam da gentañ an treust eus da lagad, ha neuze e weli penaos e lami ar blouzenn a zo e lagad da vreur.
43 N'eus gwezenn vat ebet hag a zougfe frouezh fall, na wezenn fall ebet hag a zougfe frouezh mat.
44 Rak pep gwezenn a anavezer diouzh he frouezh hec'h-unan. Ne zastumer ket a fiez diwar ar spern, nag a rezin diwar an drez.
45 An den mat a denn traoù mat eus teñzor mat e galon, hag an den fall a denn traoù fall eus teñzor fall e galon; rak eus leunder ar galon eo e komz ar genou.
46 Perak eta e c'halvit ac'hanon Aotrou, Aotrou, ha ne rit ket ar pezh a lavaran?
47 Me a ziskouezo deoc'h ouzh piv eo heñvel pep den hag a zeu da'm c'havout, a selaou va c'homzoù hag a sent outo.
48 Heñvel eo ouzh un den a sav un ti, hag o vezañ kleuzet ha toullet don, en deus lakaet an diazez war ar roc'h; an doureier o vezañ deuet, ha skoet gant nerzh a-enep an ti-se, n'o deus ket gellet e ziskar, dre ma'z eo diazezet war ar roc'h.
49 Met an hini a selaou ha ne sent ket, a zo heñvel ouzh un den a sav e di war an douar, hep diazez; an doureier o vezañ skoet gant nerzh a-enep dezhañ, kouezhet eo kerkent, ha diskar an ti-se a zo bet bras.