Marc
1
1 Penn-kentañ Aviel Jezuz-Krist, Mab Doue.
2 Hervez ar pezh a oa bet skrivet er brofeded: Setu e kasan va c'hannad dirak da zremm, da gempenn an hent dirazout;
3 mouezh an hini a gri el lec'h distro a lavar: Kempennit hent an Aotrou, plaenit e wenodennoù.
4 Yann a zeuas o badeziñ el lec'h distro, hag o prezeg badeziant ar geuzidigezh evit pardon ar pec'hedoù.
5 An holl Judea hag holl dud Jeruzalem a yae d'e gavout, hag e oant badezet gantañ er stêr Jordan, oc'h anzav o fec'hedoù.
6 Yann a zouge ur sae a vlev kañval hag ur gouriz lêr en-dro d'e groazell; e voued a oa kilheien-raden ha mel gouez.
7 Hag e prezege, o lavarout: Dont a ra unan war va lerc'h, hag a zo galloudusoc'h egedon, ha n'on ket dellezek, en ur blegañ, da zieren korreenn e votoù.
8 Evidon-me, ho padezet em eus en dour, met eñ ho padezo er Spered-Santel.
9 Erruout a reas, en amzer-se, ma teuas Jezuz eus Nazared e Galilea, hag e voe badezet gant Yann er Jordan.
10 Kerkent, evel ma save eus an dour, e welas an neñvoù digor hag ar Spered-Santel, evel ur goulm, o tiskenn warnañ.
11 Ur vouezh a zeuas eus an neñvoù, o lavarout: Te eo va Mab karet-mat, ennout em eus lakaet va holl levenez.
12 Ha raktal ar Spered a gasas Jezuz el lec'h distro.
13 Hag e voe el lec'h distro daou-ugent devezh, o vezañ temptet gant Satan; eno e oa gant al loened gouez, hag an aeled a servije anezhañ.
14 Met goude ma voe bet lakaet Yann er prizon, Jezuz a yeas e Galilea, o prezeg Aviel rouantelezh Doue,
15 hag o lavarout: An amzer a zo peurc'hraet, ha rouantelezh Doue a zo tost. Ho pet keuz ha kredit en Aviel.
16 Hag, evel ma valee a-hed mor Galilea, e welas Simon hag Andrev e vreur, o teurel o roued er mor, rak pesketaerien e oant.
17 Neuze Jezuz a lavaras dezho: Heuilhit ac'hanon, ha me ho raio pesketaerien dud.
18 Kerkent, o lezel o rouedoù, e heuilhjont anezhañ.
19 Hag ac'hano, o vont un tamm a-raokoc'h, e welas en ur vag Jakez mab Zebedea, ha Yann e vreur, o fichañ o rouedoù.
20 Raktal e c'halvas anezho; hag int, o lezel Zebedea o zad er vag gant an devezhourien, a heulias anezhañ.
21 Goude-se ez ejont e Kafarnaoum; Jezuz, o vezañ da gentañ aet er sinagogenn deiz ar Sabad, a gelenne enni.
22 Hag e oant souezhet eus e gelenn; rak o deskiñ a rae evel o kaout galloud, ha neket evel ar skribed.
23 Neuze, en em gavas er sinagogenn un den dalc'het gant ur spered hudur hag a grias, o lavarout:
24 Ah! Petra a zo etre te ha ni, Jezuz a Nazared? Deuet out evit hor c'holl? Me a oar piv out: Sant Doue.
25 Jezuz a c'hourdrouzas anezhañ o lavarout: Tav, ha kae eus an den-se.
26 Neuze ar spered hudur en hejas start hag o leuskel ur griadenn vras, a yeas kuit outañ.
27 Souezhet bras e voent holl, en hevelep doare ma en em c'houlennent etrezo: Petra eo kement-mañ? Petra eo ar gredenn nevez-mañ? Rak gant galloud e c'hourc'hemenn, memes d'ar speredoù hudur, hag e sentont outañ.
28 Hag ar vrud anezhañ en em skuilhas kerkent en holl vro en-dro da C'halilea.
29 Kerkent goude, o vezañ aet er-maez eus ar sinagogenn, e teujont gant Jakez ha Yann e ti Simon hag Andrev.
30 Mamm-gaer Simon a oa en he gwele, klañv gant an derzhienn, ha raktal e komzjont outañ diwar he fenn.
31 Neuze, o tostaat, en ur gemer he dorn e reas dezhi sevel; raktal an derzhienn a yeas kuit diouti, hag e servijas anezho.
32 War an abardaez, pa voe kuzhet an heol, e tegasjont dezhañ an holl dud klañv, hag ar re a oa dalc'het gant diaoulien.
33 Holl dud kêr a oa dastumet dirak dor an ti.
34 Hag e yac'haas kalz a dud klañv eus meur a gleñved, hag e kasas kuit meur a ziaoul, o tifenn outo lavarout ec'h anavezent anezhañ.
35 Ar beure, evel ma rae c'hoazh gwall deñval, o vezañ savet, ez eas er-maez, hag o vont en ul lec'h a-du, e pedas eno.
36 Simon, hag ar re a oa gantañ a yeas d'e glask.
37 O vezañ e gavet, e lavarjont dezhañ: An holl a glask ac'hanout.
38 Eñ a lavaras dezho: Deomp d'an nesañ bourc'hioù, evit ma prezegin ivez eno; rak evit-se eo on deuet.
39 Hag e prezege en o sinagogennoù, dre an holl C'halilea, hag e kase kuit an diaoulien.
40 Un den lovr a zeuas d'e gavout, en em daolas war e zaoulin, en pedas hag a lavaras dezhañ: Mar fell dit, e c'hellez va glanaat.
41 Jezuz, o kaout truez outañ, a astennas e zorn, en stokas, hag a lavaras dezhañ: Fellout a ra din, bez glanaet.
42 Hag adalek m'en devoa lavaret-se, al lorgnez a guitaas raktal an den-mañ, hag e voe glanaet.
43 Jezuz a gasas anezhañ kuit raktal, gant gourc'hemennoù start,
44 o lavarout dezhañ: Diwall da lavarout netra da zen; met kae hag en em ziskouez d'ar beleg, ha kinnig evit da c'hlanidigezh ar pezh en deus Moizez gourc'hemennet, evit ma servijo-se da desteni dezho.
45 Met an den-mañ, o vezañ aet kuit, en em lakaas da zisklêriañ uhel an dra ha da skuilhañ ar vrud aze, en hevelep doare na c'helle mui Jezuz mont e kêr dirak an holl; met en em zerc'hel a rae er-maez el lec'hioù distro, hag a bep tu e teued d'e gavout.