12
1 Neuze Jezuz en em lakaas da gomz outo dre barabolennoù: Un den, emezañ, a blantas ur winieg, a reas ur c'harzh en-dro dezhi, a gleuzias enni ur wask, hag a savas enni un tour; neuze e feurmas anezhi da winierien, hag ez eas en ur vro all.
2 Da amzer ar frouezh e kasas unan eus e servijerien etrezek ar winierien, evit kemer diganto frouezh ar winieg.
3 Met o vezañ kroget ennañ e kannjont anezhañ hag e kasjont anezhañ kuit hep netra.
4 Kas a reas dezho c'hoazh ur servijer all; met e veinata a rejont, e c'hloazjont en e benn, hag e gasjont kuit goude bezañ graet dezhañ meur a zismegañs.
5 Hag e kasas c'hoazh unan all, hag a voe lazhet ganto; ha kalz a re all, ma oa kannet lod ha lazhet lod all ganto.
6 Da ziwezhañ, o kaout ur mab a gare kalz, e kasas anezhañ dezho, en ur lavarout: Doujañ a raint va mab.
7 Met ar winierien-mañ a lavaras etrezo: Setu an heritour; deuit, lazhomp-eñ, hag e heritaj a vo deomp.
8 Hag o vezañ kroget ennañ, en lazhjont, hag e taoljont anezhañ er-maez eus ar winieg.
9 Petra eta a raio mestr ar winieg? Dont a raio, hag e tistrujo ar winierien-se, hag e roio ar winieg da re all.
10 Ha n'hoc'h eus ket lennet ar gomz-mañ er Skritur: Ar maen taolet kuit gant ar re a vañsone, a zo deuet da vezañ penn ar c'horn.
11 Kement-se a zo bet graet gant an Aotrou, hag un dra marzhus eo d'hon daoulagad?
12 Neuze e klaskjont kregiñ ennañ, rak anavezout a rejont mat en devoa lavaret ar barabolenn-se a-enep dezho, met aon o devoa rak ar bobl; setu perak e lezjont anezhañ hag ez ejont kuit.
13 Kas a rejont dezhañ hiniennoù eus ar farizianed hag eus an herodianed, evit e dapout en e gomzoù.
14 O vezañ eta deuet d'e gavout, e lavarjont dezhañ: Mestr, gouzout a reomp penaos out gwirion ha ne rez van a zen ebet; rak ne sellez ket ouzh diavaez an dud, met kelenn a rez hent Doue hervez ar wirionez: Ha dleet eo paeañ ar gwir da Gezar, pe n'eo ket?
15 E baeañ a raimp-ni, pe ne raimp ket? Met eñ, oc'h anavezout o filpouzerezh, a lavaras dezho: Perak e temptit ac'hanon? Degasit din un diner, evit ma welin anezhañ.
16 Hag e tegasjont dezhañ unan. Neuze e lavaras dezho: Eus piv eo ar skeud hag ar skrid-mañ? Int a lavaras dezhañ: Eus Kezar.
17 Ha Jezuz a respontas dezho: Roit eta da Gezar ar pezh a zo da Gezar, ha da Zoue ar pezh a zo da Zoue. Hag e voent souezhet bras gantañ.
18 Neuze ar sadukeiz, hag a lavar n'eus ket a adsavidigezh a varv, a zeuas d'e gavout, hag a reas outañ ar goulenn-mañ:
19 Mestr, Moizez en deus gourc'hemennet deomp ma teuje breur unan bennak da vervel ha da lezel e wreg hep bugale, e vreur a zimezo d'e intañvez, evit sevel lignez d'e vreur.
20 Bez' e oa seizh breur. An hini kentañ, o vezañ kemeret ur wreg, a varvas hep lezel bugale.
21 An eil a gemeras anezhi, hag a varvas, hep lezel kennebeut a vugale. Hag an trede en hevelep doare.
22 Ar seizh breur a gemeras anezhi; ha ne lezjont ket a vugale. Ha d'an diwezhañ-holl, ar wreg a varvas ivez.
23 Da behini eta anezho e vo gwreg, en adsavidigezh a varv? Rak bet eo gwreg dezho o seizh.
24 Jezuz a respontas dezho: Ha n'oc'h ket en dallentez, dre n'anavezit ket ar Skriturioù, na galloud Doue?
25 Rak pa adsavor a varv, ar wazed n'o devo ket a wragez, nag ar gwragez a ezhec'h, met bez' e vint evel aeled en neñv.
26 Met diwar-benn an adsavidigezh a varv, ha n'hoc'h eus ket lennet e levr Moizez, penaos Doue a lavaras dezhañ er vodenn loskus: Me eo Doue Abraham, Doue Izaak, ha Doue Jakob?
27 Doue n'eo ket Doue ar re varv, met Doue ar re vev. En ur fazi bras oc'h eta.
28 Neuze unan ar skribed en devoa o c'hlevet o riotal; o welout en devoa Jezuz respontet mat dezho, e tostaas hag e c'houlennas outañ: Pehini eo ar c'hentañ eus an holl c'hourc'hemennoù?
29 Jezuz a respontas dezhañ: Ar c'hentañ eus an holl c'hourc'hemennoù eo: Selaou Israel, an Aotrou hon Doue eo an Aotrou hepken.
30 Karout a ri an Aotrou da Zoue, eus da holl galon, eus da holl ene, eus da holl soñj, hag eus da holl nerzh. [Hennezh eo ar c'hentañ gourc'hemenn.]
31 Ha setu an eil [a zo heñvel outañ]: Karout a ri da nesañ eveldout da-unan. N'eus ket a c'hourc'hemennoù all brasoc'h eget ar re-mañ.
32 Hag ar skrib a respontas dezhañ: Mat eo, Mestr, lavaret ec'h eus gant gwirionez, n'eus nemet un Doue, ha n'eus hini all ebet nemetañ,
33 ha penaos karout anezhañ eus e holl galon, eus e holl soñj, eus e holl ene, hag eus e holl nerzh, ha karout e nesañ eveltañ e-unan a zo mui eget an holl loskaberzhoù hag ar sakrifisoù.
34 Jezuz, o welout en devoa respontet gant furnez, a lavaras dezhañ: N'out ket pell diouzh rouantelezh Doue. Ha neuze den ne gredas mui ober goulenn ebet outañ.
35 Evel ma kelenne Jezuz en templ, e lavaras: Perak e lavar ar skribed eo ar C'hrist Mab David?
36 Rak David a lavar e-unan dre ar Spered-Santel: An Aotrou en deus lavaret da'm Aotrou: Azez a-zehou din, betek ma em bo graet eus da enebourien ur skabell dindan da dreid.
37 Mar galv eta David e-unan anezhañ Aotrou, penaos eo-eñ e vab? Ha kalz a dud a selaoue anezhañ gant plijadur.
38 En ur gelenn anezho, e lavare ivez dezho: Diwallit diouzh ar skribed a gar pourmen gant saeoù hir ha bezañ saludet er marc'hallac'hioù,
39 hag a gar ar c'hadorioù kentañ er sinagogennoù, hag ar plasoù kentañ er festoù;
40 dismantrañ a reont tiez an intañvezed, hag e reont evit ar gweled pedennoù hir; bez' o devo ur varnedigezh gwashoc'h.
41 Jezuz, o vezañ azezet dirak ar c'hef, a selle penaos e lakae an dud arc'hant er c'hef: kalz a dud pinvidik a daole kalz.
42 Dont a reas ivez un intañvez paour, hag a daolas e-barzh daou bezhig, oc'h ober ur c'hadrin.
43 Neuze, o vezañ galvet e ziskibien, e lavaras dezho: Me a lavar deoc'h e gwirionez, an intañvez paour-se he deus lakaet muioc'h er c'hef, eget an holl re all o deus lakaet ennañ.
44 Rak holl o deus lakaet eus ar pezh o devoa a-re; met houmañ he deus lakaet eus he dienez, kement he devoa, kement holl a oa chomet ganti evit bevañ.