11
1 P'en devoe Jezuz echuet da reiñ e gemennoù d'e zaouzek diskibl, ez eas ac'hane da gelenn ha da brezeg e kêrioù ar vro.
2 Yann, o vezañ klevet en e brizon komz diwar-benn oberoù ar C'hrist, a gasas [daou eus] e ziskibien da lavarout dezhañ:
3 Bez' out an hini a dle dont, pe e tleomp gortoz unan all?
4 Jezuz a respontas hag a lavaras dezho: It ha lavarit da Yann ar pezh a glevit hag ar pezh a welit:
5 ar re dall a wel, ar re gamm a gerzh, ar re lovr a zo glanaet, ar re vouzar a glev, ar re varv a adsav da vev, ar c'heloù mat a zo prezeget d'ar beorien.
6 Eürus eo an neb ne gavo ket a skouer fall ennon.
7 Evel ma'z aent kuit, Jezuz en em lakaas da lavarout d'ar bobl diwar-benn Yann: Petra oc'h aet da welout el lec'h distro? Ur bennduenn hejet gant an avel?
8 Met petra oc'h aet da welout? Un den gwisket gant dilhad kaer? Setu, ar re a zo gwisket gant dilhad kaer a zo e tiez ar rouaned.
9 Met petra oc'h aet da welout? Ur profed? Ya a lavaran deoc'h, ha muioc'h eget ur profed.
10 Rak eñ eo an hini ma'z eo skrivet diwar e benn: Setu, e kasan va c'hannad dirak da zremm, hag a ficho an hent a-raok dit.
11 Me a lavar deoc'h e gwirionez, e-touez ar re a zo bet ganet gant gwragez, n'eus bet savet hini brasoc'h eget Yann-Vadezour; ha koulskoude, ar bihanañ e rouantelezh an neñvoù a zo brasoc'h egetañ.
12 Adalek amzer Yann betek vremañ, rouantelezh an neñvoù a zo kemeret dre nerzh, hag ar re daer eo he c'hemer.
13 Rak an holl brofeded hag al lezenn o deus diouganet betek Yann;
14 ha mar fell deoc'h kompren, eñ eo an Elia a dlee dont.
15 Ra selaouo an neb en deus divskouarn da glevout.
16 Ouzh petra e keñverin ar rummad-mañ? Heñvel eo ouzh bugale azezet war al leurgêrioù, hag a gri da vugale all,
17 o lavarout: Ni hon eus sonet deoc'h ar fleüt, ha n'hoc'h eus ket dañset; ni hon eus kanet hirvoudoù deoc'h, ha n'hoc'h eus ket douget kañv.
18 Rak Yann a zo deuet, hep debriñ nag evañ, hag e lavaront: Un diaoul a zo ennañ.
19 Mab an den a zo deuet, o tebriñ hag oc'h evañ, hag e lavaront: Setu un debrer hag un ever, ur mignon d'ar bublikaned ha d'an dud a vuhez fall. Met ar furnez a zo bet reishaet gant he bugale.
20 Neuze en em lakaas d'ober rebechoù d'ar c'hêrioù en devoa graet enno an darn vuiañ eus e virakloù, abalamour ma n'o devoa ket bet keuz.
21 Gwalleur dit, Korazin! Gwalleur dit, Betsaida! Rak ma vije bet graet e Tir hag e Sidon ar mirakloù a zo bet graet ennoc'h, pell zo e vijent kaout keuz, o kemer ar sac'h hag al ludu.
22 Setu perak, en lavaran deoc'h, e deiz ar varn, e vo dousoc'h da Dir ha da Sidon, eget deoc'h.
23 Ha te, Kafarnaoum, te a zo bet savet betek an neñv, izelaet e vi betek lec'h ar marv; rak mar vije bet graet e Sodom ar mirakloù a zo bet graet ez kreiz, e vije c'hoazh hiziv en he sav.
24 Setu perak, en lavaran deoc'h, e deiz ar varn, e vo dousoc'h da Vro-Sodom, eget dit.
25 En amzer-se, Jezuz a gemeras ar gomz hag a lavaras: Da veuliñ a ran, o Tad, Aotrou an neñv hag an douar, ma ec'h eus kuzhet an traoù-mañ ouzh ar re fur hag ouzh ar re skiantek, ha ma ec'h eus o diskuliet d'ar vugale!
26 Ya, o Tad, da veuliñ a ran dre ma ec'h eus c'hoantaet evel-se.
27 Pep tra a zo bet roet din gant va Zad, ha den ne oar piv eo ar Mab, nemet an Tad, na piv eo an Tad kennebeut, nemet ar Mab, hag an hini e fell d'ar Mab e ziskuliañ dezhañ.
28 Deuit da'm c'havout, c'hwi holl a zo skuizh ha bec'hiet, ha me ho tiboanio.
29 Kemerit va yev warnoc'h ha deskit diganin, rak me a zo dous hag izelek a galon, hag e kavot diskuizh d'hoc'h eneoù;
30 rak va yev a zo dous, ha va bec'h a zo skañv.