23
1 Neuze Jezuz, o komz d'ar bobl ha d'e ziskibien, a lavaras:
2 Ar skribed hag ar farizianed a zo azezet war gador Moizez.
3 Grit eta ha mirit kement a lavaront deoc'h; met na rit ket hervez o oberoù. Rak e lavaront, met ne reont ket.
4 Eren a reont bec'hioù pounner ha diaes da zougen, ha o lakaont war divskoaz an dud, met ne fell ket dezho stekiñ outo gant o biz.
5 O holl oberoù a reont evit bezañ gwelet gant an dud. Evel-se eo, o deus fulakterioù ledan ha pempilhoù hir ouzh o dilhad;
6 karout a reont ar plasoù kentañ er festoù, hag ar c'hadorioù kentañ er sinagogennoù;
7 karout a reont bezañ saludet er marc'hallac'hoù, ha bezañ galvet gant an dud: Mestr, Mestr.
8 Met c'hwi, na rit ket ho kervel mestr, rak unan hepken eo ho Mestr, [ar C'hrist,] ha c'hwi holl a zo breudeur.
9 Na c'halvit den war an douar ho tad, rak unan hepken eo ho Tad, an hini a zo en neñvoù.
10 Na rit ket ho kervel renerien, rak unan hepken eo ho Rener, ar C'hrist
11 An hini brasañ en ho touez a vo ho servijer.
12 Rak piv bennak en em uhela a vo izelaet, ha piv bennak en em izela a vo uhelaet.
13 Gwalleur deoc'h, skribed ha farizianed, pilpouzed! Abalamour ma serrit rouantelezh an neñvoù ouzh an dud, n'oc'h ket hoc'h-unan aet e-barzh, hag hoc'h eus c'hoazh harzet da vont e-barzh ar re a garje bezañ aet.
14 Gwalleur deoc'h, skribed ha farizianed, pilpouzed! Abalamour ma dismantrit tiez an intañvezed, hag e rit evit ar gweled pedennoù hir; abalamour da-se, e viot barnet garvoc'h.
15 Gwalleur deoc'h, skribed ha farizianed, pilpouzed! Rak redek a rit dre ar mor hag an douar evit ober ur prozelit, ha, pa hoc'h eus e c'hounezet, e rit anezhañ ur mab-ifern div wech gwashoc'h egedoc'h.
16 Gwalleur deoc'h, renerien dall! Lavarout a rit: Mar tou unan bennak dre an templ, se n'eo netra; met mar tou unan bennak dre aour an templ, hennezh a dle derc'hel e gomz.
17 Tud diskiant ha dall! Pehini eo ar brasañ, an aour, pe an templ a santela an aour-se?
18 Lavarout a rit c'hoazh: Mar tou unan bennak dre an aoter, se n'eo netra; met mar tou unan bennak dre ar prof a zo war an aoter, hennezh a dle derc'hel e gomz.
19 Tud dall! Pehini eo ar brasañ, ar prof, pe an aoter a santela ar prof-se?
20 An neb a dou dre an aoter, a dou dre an aoter ha dre gement a zo warni;
21 an neb a dou dre an templ, a dou dre an templ ha dre an Hini a chom ennañ;
22 hag an neb a dou dre an neñv, a dou dre dron Doue ha dre an Hini a zo azezet warnañ.
23 Gwalleur deoc'h, skribed ha farizianed, pilpouzed! Abalamour ma paeit an deog war ar vent, war an aned, ha war ar c'houmin, hag e lezit a-gostez ar pezh a zo ar muiañ talvoudek el lezenn, ar reizhder, an drugarez hag al lealded. Ar re-se a oa an traoù a dleec'h d'ober, hep koulskoude dilezel ar re all.
24 Renerien dall! Silañ a rit ar fubuenn, hag e lonkit ar c'hañval.
25 Gwalleur deoc'h, skribed ha farizianed, pilpouzed! Abalamour ma naetait diavaez an hanaf hag ar plad, met en diabarzh oc'h leun a laeroñsi hag a zireizhder.
26 Farizian dall! Naeta da gentañ an diabarzh eus an hanaf hag eus ar plad, evit ma teuio ivez an diavaez da vezañ naet.
27 Gwalleur deoc'h, skribed ha farizianed, pilpouzed! Abalamour ma'z oc'h heñvel ouzh bezioù gwennet, en em ziskouez kaer en diavaez, hag a zo leun a eskern tud varv hag a bep dic'hlanded en diabarzh.
28 Evel-se c'hwi ivez, en diavaez, en em ziskouez reizh d'an dud, met en diabarzh, oc'h leun a bilpouzerezh hag a zireizhder.
29 Gwalleur deoc'h, skribed ha farizianed, pilpouzed! Abalamour ma savit bezioù d'ar brofeded ha ma vravait bezioù an dud reizh,
30 en ur lavarout: Mar vijemp bet en amzer hon tadoù, ne vijemp ket en em unanet ganto da skuilh gwad ar brofeded.
31 Testiñ a rit evel-se, a-enep deoc'h hoc'h-unan, penaos oc'h mibien ar re o deus lazhet ar brofeded.
32 Leuniañ a rit eta muzul ho tadoù.
33 Naered, lignez a naered-gwiber, penaos e tec'hot diouzh kastiz ar gehenn?
34 Setu perak e kasan deoc'h profeded, tud fur ha skribed; lazhañ hag stagañ ouzh ar groaz a reot darn, skourjezañ a reot darn all en ho sinagogennoù, hag argas a reot anezho eus an eil kêr d'eben,
35 evit ma kouezho warnoc'h an holl wad reizh a zo bet skuilhet war an douar, adalek gwad Abel, an hini reizh, betek gwad Zakaria, mab Barakia, hoc'h eus lazhet etre an templ hag an aoter.
36 Me a lavar deoc'h e gwirionez, kement-se holl a gouezho war ar rummad-mañ.
37 Jeruzalem, Jeruzalem, te hag a lazh ar brofeded, hag a veinata ar re a zo kaset dit, pet gwech em eus c'hoantaet dastum da vugale, evel ma tastum ar yar he foñsined dindan he divaskell, ha n'eo ket bet fellet deoc'h!
38 Setu, ho ti a ya da chom hep den,
39 rak me a lavar deoc'h, ne'm gwelot mui pelloc'h, betek ma lavarot: Ra vo benniget an hini a zeu en anv an Aotrou.