7
1 Na varnit ket, evit na viot ket barnet;
2 rak barnet e viot hervez m'ho po barnet, hag hervez ar muzul a vuzuliot, e vo muzuliet deoc'h.
3 Perak e sellez ouzh ar blouzenn a zo e lagad da vreur, ha ne welez ket an treust a zo ez lagad da-unan?
4 Pe, penaos e c'hellez lavarout da'z preur: Va lez da zilemel ar blouzenn a zo e-barzh da lagad, pa'z ac'h eus un treust ez hini?
5 Pilpous, lam da gentañ an treust eus da lagad, ha neuze e weli penaos e lami ar blouzenn eus lagad da vreur.
6 Na roit ket an traoù santel d'ar chas, ha na daolit ket ho perlez dirak ar moc'h, gant aon n'o mac'hfent, hag, o tistreiñ, na ziskolpfent ac'hanoc'h.
7 Goulennit, hag e vo roet deoc'h; klaskit, hag e kavot; skoit, hag e vo digoret deoc'h.
8 Rak an neb a c'houlenn, a resev; an neb a glask, a gav; hag an neb a sko, e vez digoret dezhañ.
9 Piv ac'hanoc'h a roio ur maen d'e vab, pa c'houlenn digantañ bara?
10 Pe, mar goulenn ur pesk, a roio dezhañ un naer?
11 Mar gouzoc'h eta, ha c'hwi fall, reiñ traoù mat d'ho pugale, pegement muioc'h ho Tad a zo en neñv a roio traoù mat d'ar re o goulenn digantañ!
12 Kement tra a fell deoc'h e rafe an dud deoc'h, grit ivez anezhañ dezho; rak-se eo al lezenn hag ar brofeded.
13 It e-barzh dre an nor strizh. Rak ledan eo an nor ha frank eo an hent a gas d'ar gollidigezh, ha kalz a dud a dremen dre eno;
14 met strizh eo an nor hag enk eo an hent a gas d'ar vuhez, hag ez eus nebeut a dud hag a dremen drezo.
15 Diwallit diouzh ar fals-profeded, a zeu d'ho kavout gwisket e deñved, hag a zo en diabarzh nemet bleizi skraperien.
16 O anavezout a reot diouzh o frouezh. Ha dastum a reer rezin diwar spern, pe fiez diwar askol?
17 Evel-se, pep gwezenn vat a zoug frouezh mat, ha pep gwezenn fall a zoug frouezh fall.
18 Ur wezenn vat ne c'hell ket dougen frouezh fall, hag ur wezenn fall ne c'hell ket dougen frouezh mat.
19 Pep gwezenn na zoug ket frouezh mat, a zo troc'het ha taolet en tan.
20 O anavezout a reot eta diouzh o frouezh.
21 Kement hini a lavar din: Aotrou, Aotrou, n'aio ket e rouantelezh an neñvoù, met ar re a ra bolontez va Zad a zo en neñvoù.
22 Meur a hini a lavaro din en deiz-se: Aotrou, Aotrou, ha n'hon eus ket profedet ez anv? Ha n'hon eus ket kaset kuit an diaoulien ez anv? Ha n'hon eus ket graet kalz a virakloù ez anv?
23 Neuze, me a lavaro sklaer dezho: Biskoazh ne'm eus hoc'h anavezet; en em dennit diouzhin, c'hwi en em ro d'ar fallentez.
24 An hini eta a glev ar c'homzoù-mañ a lavaran, hag a sent outo, a vo heñvel ouzh un den fur en deus savet e di war ar roc'h.
25 Kouezhet eo ar glav, deuet eo ar stêrioù, ha c'hwezhet o deus an avelioù hag en em roet o deus a-enep an ti-se; n'eo ket kouezhet, abalamour ma oa diazezet war ar roc'h.
26 Met an hini a glev ar c'homzoù-mañ a lavaran, ha ne sent ket outo, a zo heñvel ouzh un den diskiant en deus savet e di war an traezh.
27 Kouezhet eo ar glav, deuet eo ar stêrioù, ha c'hwezhet o deus an avelioù hag en em roet o deus a-enep an ti-se; kouezhet eo, ha bras eo bet e ziskar.
28 P'en devoe Jezuz peurlavaret ar c'homzoù-mañ, ar bobl a oa souezhet gant e gelennadurezh,
29 rak o deskiñ a rae evel unan a oa galloud gantañ, ha neket evel ar skribed.